D’ar sul 2 a viz C’hwevrer e oa aozet ar genstrivadeg pevare rummad e Pondi.

Eno, c’hwec’h eus hor re yaouank o deus bet tro da zizoleiñ bed ar c’henstrivadegoù bras.

A drugarez da bagad an Eor Du eus Gwitalmeze o deus gellet en ober. Degemeret en deus ar bagad peder flabennegadez o c’hoari taboulin sklaer (Amandine, Anaïs, Marie-Ann ha Suzanne) ha daou blabennegad o seniñ bombard (Matilin ha Nolan).

Pinvidik eo bet an avantur se evito. Dizoloet o deus penaos e vez prientet ur genstrivadeg, gant ar stajoù letrinad hag a stroll, hag ar chenchamantoù er skridoù-sonerezh a hed ar sizhunvezhioù.

An disoc’hoù o deus klozet an devezh-se : Bagad an Eor Du a zo erruet 9vet gant ur geidenn a 12,88. Adkavet e vo anezhañ e miz Eost e eil lodenn ar c’hampionnad en Oriant.

 

Trugarez vras d’an holl sonerien eus Gwitalmeze evit bezañ graet cher d’hon danvez sonerien.